RADD 2024 – 25 juin 2025 (1/2)

Published On: 16 juillet 2025Views: 25

Nil Caouissin porte le point de vue de groupe Breizh a-gleiz au sujet du rapport d’activité et de développement durable 2024

For privacy reasons YouTube needs your permission to be loaded. For more details, please see our Mentions légales.

 Keneiled ha keneilezed, 

Komz a rin bremañ diwar-benn tri foent eus an RADD. Skouerius eo an tri foent-se eus disoc’hoù pozitivel labour ar Rannvro, daoust ha ma kav deomp e c’haller hag e ranker mont pelloc’h ganto. 

Kregiñ a rin gant feur ar produioù biologel er c’hantinennoù. Tri bloaz zo hor boa sachet ho evezh war ar riskl e tigreskfe lod ar produioù bio en asiedoù al liseidi, ha deuet e oa da wir siwazh gant sifroù 2023. Met a-drugarez d’an eskemmoù politikel en hor c’huzul e oa bet kresket al lodenn-se eus ar budjed, hag aet eo war-raok ar feur produioù biologel adarre. Tizhet eo bet pal al lezenn EGALIM, hag un dra vat eo evel-just. Met ar pal termenet dre lezenn n’eus nemet ur minimom anezhañ, ha gallout a reer mont en tu all dezhañ. Chom a ra deomp 78 % a broduioù nann-biologel e-touez ar pezh a ya da bourveziñ ar pretierezh-skol : peadra zo da vont war-raok c’hoazh ! 

Evidomp eo a-bouez ruz lemel an diastuzerioù eus kement boued a ya gant an dud, evit gwareziñ o yec’hed. Hag evel-just chom hep o lakaat er parkeier, a-benn paouez da zistruj ar boudoù bev. Klevet a reer alies e vefe arabat berzañ ul louzoù kimiek bennak, keit ha ne vefe ket kavet « un tu all d’ober ». Met un tu all d’ober a zo : al labour-douar biologel an hini eo. Greomp kement tra a c’hellomp evit reiñ nerzh dezhañ. 

O paouez komz eus bevlieseurted emaon. Estreget an amprevaned hag an evned a ya da get siwazh en hon metoù. War dachenn ar yezhoù e koller lieseurted ivez. En diskouez a ra splann an enklask diwar-benn yezhoù Breizh. N’eus ket ezhomm da zistreiñ amañ war ar sifroù. Gwir eo n’eo ket ar Rannvro a zo kablus eus an diskar. Met peseurt framm politikel all, hiziv-an-deiz, a zo mennet da cheñch penn d’ar vazh, ha gouest d’hen ober ? Pouezus-kenañ eo labour ar Rannvro evit treuskas ar yezh, a-drugarez d’ar stummadurioù evit an dud deuet da gentañ penn. En tu all da 300 anezho a vez stummet bep bloaz, ha gwelet a reomp en danevell eo aet an niver-se war gresk un tammig. Met muioc’h, kalz muioc’h a zo ezhomm evit leuniañ an toull etre ar re gozh o vont kuit hag ar vugale o teskiñ. 

Kinniget en deus dija Gael Briand arnodiñ ur mod nevez d’ober : pourveziñ ur gwir gopr d’an deskarded, evit dizarbenn ar skoilh ekonomikel a lak tud mennet da ampellañ pe da nullañ o raktresoù-stummañ. Erruet d’ar poent-se, n’eo ket fall teurel ur sell war ho programm, rak ennañ ho poa graet anv eus ur gwir hollvedel d’en em stummañ war ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Kompren a reomp eus hon tu n’haller ket digeriñ frank an norioù ha profañ ur gopr d’un niver dianav (ha diharz) a zanvez-stajidi. Met kinnig a reomp deoc’h ober un taol-arnod, gant un niver bevennet a blasoù, evit muzuliañ talvoudegezh an doare nevez-se. 

Deuet eo poent mont gant ar sujed diwezhañ : an treuzdougen dre hent-houarn. Mont a ra ar strollad Breizh a-gleiz a-du gant kresk ar c’hinnig treuzdougen a-stroll a-berzh ar Rannvro. Kavout a ra deomp memestra n’eo ket ingalet gwall vat ar striv-se war diriad Breizh, abalamour d’un diouer a danframoù e stad vat. Serr eo c’hoazh da skouer al linenn Rosko-Montroulez, daoust d’ar stourm lec’hel ; ha lenn ar reer en RADD e vo graet labourioù adneveziñ a-hed an ahel An Alre – Pondivi – Sant-Jeland, met ne lenner netra diwar-benn lodenn norzh al linenn, war-zu Loudieg ha Sant-Brieg. Ezhomm he defe avat da vezañ adnevezet ivez. Hiroc’h a vo lavaret war ar sujed-se diwezhatoc’h. 

 ***

Mes chers collègues, 

J’interviens aujourd’hui sur trois points du RADD, qui illustrent aux yeux de notre groupe des réussites de l’action publique régionale. Mais ce sont aussi trois domaines dans lesquels des progrès importants sont possibles et nécessaires. 

Je commencerai par la part de produits bios dans les cantines. Il y a trois ans nous vous alertions sur le risque d’une baisse de la part de ces produits dans les assiettes des élèves de nos lycées, risque confirmé dans les chiffres de 2023. Heureusement, le dialogue politique dans cette assemblée a permis de dégager les moyens manquants, et la part des produits bios est repartie à la hausse. Nous tenons l’objectif EGALIM. Il faut le saluer. Mais cet objectif légal est un plancher, pas un plafond. Il nous reste encore 78 % de produits non-bio dans les approvisionnements des cantines : autant dire un beau potentiel de progression ! Pour nous, éliminer les pesticides de synthèse de l’alimentation est un enjeu de santé majeur. Tout comme, d’ailleurs, leur élimination dans les champs, pour arrêter de détruire le vivant. On entend parfois qu’il ne faudrait pas interdire un produit, aussi dangereux et polluant soit-il, faute-d’alternative. Mais l’alternative existe, c’est l’agriculture biologique. Soutenons-là pleinement, avec les moyens dont nous disposons. 

Je vous parlais il y a un instant de biodiversité. Il n’y a hélas pas que les insectes et les oiseaux qui disparaissent de nos paysages. La perte de diversité est aussi linguistique : l’enquête sur les langues de Bretagne en témoigne, inutile de revenir ici sur les chiffres. La responsabilité n’en revient certes pas à la Région. Mais quel autre acteur politique a aujourd’hui la volonté d’agir pour inverser la tendance, et les moyens de le faire ? La Région joue un rôle majeur dans la transmission du breton grâce aux formations pour adultes. Ils sont un peu plus de 300 à être formés chaque année, et le RADD témoigne d’une légère hausse. Mais il en faudrait nettement plus pour assurer le relai manquant entre les anciens qui disparaissent et les enfants qui apprennent. Mon collègue Gael Briand vous a déjà suggéré d’expérimenter une nouvelle formule : fournir un véritable revenu aux apprenants, pour déverrouiller la contrainte économique qui bien souvent bloque ou retarde des vocations. L’accès universel au breton et au gallo était d’ailleurs dans votre programme électoral. Nous comprenons qu’il n’est pas possible d’ouvrir les vannes en proposant un salaire à un nombre inconnu et illimité de stagiaires potentiels. Mais nous vous suggérons une expérimentation, sur un nombre raisonnable de stagiaires, afin d’évaluer la plus-value de ce nouveau système. 

Venons-en au troisième point : le transport ferroviaire. Le groupe Breizh a-gleiz soutient l’action régionale d’augmentation de l’offre. Il nous semble toutefois que cet effort profite inégalement au territoire breton, faute d’infrastructure en bon état. Ainsi la ligne Morlaix-Roscoff est toujours fermée, malgré une forte mobilisation locale ; et si on peut lire, dans le RADD, que des travaux de régénération sont prévus sur l’axe Auray-Pontivy-Saint-Gérand, on s’alarme de ne voir aucune mention de la partie nord de la ligne, entre Loudéac et Saint-Brieuc. Elle aurait bien pourtant besoin de régénération elle aussi. Nous aurons l’occasion d’en reparler. 

 

 

 

 

 

Partager cet article

Suivez-nous
Derniers articles
For privacy reasons X needs your permission to be loaded. For more details, please see our Mentions légales.